Strollad ar vro Bagan: araok mont da strollad c'hoariva 'oa ur c'helc'h keltiek hag un Oaled
Tri ugent vloaz eo Strollad ar Vro Bagan. Ha disadorn ‘oa bet lidet ur gevredigezh ‘neus ur perzh bras ‘ba buhez sevenadurel hanter noz Bro-Leon. Brudet eo Strollad ar Vro Bagan evit diskouezh pezhioù c’hoari ‘ba Breizh. Muioc’h ‘vit hanter kant zo bet sevenet ha kinnig da veur a vil arvester. Met ouzhpenn ar c’hoariva a ya d’ober Strollad ar Vro Bagan : kentelioù brezhoneg, kanañ ha kement zo ‘c’haller ober. Ha da gomañs ‘oa perzhioù kentañ ar strollad n’eo ket kroet dindan anv Strollad ar Vro Bagan… Met ur c’helc’h keltiek kroet ‘ba Brignogan. Yvon Abiven, bet maer Sant-Tegoneg ha depute, ‘neus kemeret perzh buan ‘ba buhez ar c’helc’h se ‘pa ‘oa yaouank ‘ba Plouneour-Trez… Hiroc’h gant ha gant Goulven Loaeg 'oa bet perzh Oaled ar Vro Bagan. Emaint gant Erwan Blanchard.